About Maeziadoù meurvein
Maeziadoù meurvein
Taolioù-maen, peulvanoù ha krugelloù… Grit anaoudegezh gant monumantoù koshañ an denelezh evit netra àr ho pellgomz pe ho tablezenn.
En ur weladenniñ al lec’hiennoù pe er gêr, kit d’ober anaoudegezh (en-dro) gant lec’hiennoù meurvein kreisteiz ar Mor-Bihan dre an arload hezoug « Maeziadoù meurvein ».
Evit netra e kavehet ennañ gwelioù meur 360°, titouroù mod ar gwirvoud kreskaet ha luc’hskeudennoù ag ar c’haerañ evit anaout gwell ar Mor-Bihan hag em soubiñ e bed pobloù an Neolitik.
Ganeoc’h e vo an arload-se e pep lec’h dre un nebeud klikoù ha kinnig a ray deoc’h :
- ur gartenn zouarlec’hiiñ,
- danvez puilh ha liesseurt (testennoù, luc’hskeudennoù, displegadennoù komzet), e teir yezh (galleg, saozneg, brezhoneg),
- respontoù d’ar goulennoù stankañ a-ziàr ar meurvein,
- ur c’heriaoueg evit aesaat ar c’hompren deoc’h hag evit kreskiñ ho kouiziegezh,
- alioù evit touristiñ en ur mod doujus ha gober gweladennoù a-feson.
Arouez ha koun ar c’hevredigezhioù neolitik, 7 000 vlez en hor raok, eo ar peulvanoù, an taolioù-maen hag ar c’hrugelloù, anezhe monumantoù ag ar Ragistor.
Evel monumantoù koshañ an denelezh emañ test meurvein ar Mor-Bihan ag ar c’hentañ kevredigezhioù tud frammet, ag o ijin hag o chemet. Dibaot-kenañ eo ma vehe ken stank ar monumantoù meurvein, hêrezh ag ur mare pell-pell en istor an denelezh.
E 2012 e oa bet krouet ar gevredigezh « Monumantoù meurvein Karnag ha kreisteiz ar Mor-Bihan » gant 26 kumun ha labourat a ra evit monet donoc’h en anaoudegezh ar glad heverk-se, evit er gwareziñ hag en talvoudekaat. Gober a ra traoù ivez evit broudiñ an dud da zonet d’ober anaoudegezh (en-dro) gantañ, abalamour da skigniñ ha treuzkas.
What's new in the latest 1.0.1425648289
Maeziadoù meurvein APK Information
Old Versions of Maeziadoù meurvein
Maeziadoù meurvein 1.0.1425648289

Super Fast and Safe Downloading via APKPure App
One-click to install XAPK/APK files on Android!